Kemer perzh er raktres Stal.bzh

Kinnig un den a-vicher

Anavezout a rit un embregerezh pe ur gevredigezh hag a skoazell pe a ginnig servijoù e brezhoneg ?

Skrivit deomp hag ez aimp e darempred ganti⋅añ evit kinnig dezhi⋅añ en em enskrivañ war Stal.bzh !

Ober evezhiadennoù war fichennoù an dud a-vicher

Traoù ho peus da resisaat a zivout fichennoù ar stalioù ? Un ali da reiñ ? C'hoant ho peus da drugarekaat skipailh ur stal pe c'hoazh kalonekaat anezho ? Skrivit hoc'h evezhiadennoù dindan fichenn ar stalioù. Gallout a rit krouiñ evezhiadennoù gant pe hep kont.

Emezelañ e Mignoned ar brezhoneg

Gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg e vez douget ar raktres Stal.bzh. Diorren ar brezhoneg eo pal ar gevredigezh. Aozet e vez Gouel Broadel ar brezhoneg ganti ivez. C’hoant ‘peus da gemer perzh e raktresoù ar gevredigezh ? Deuit davedomp !

Harpañ Stal.bzh

Digoust eo Stal.bzh evit an implijerien hag an dud a-vicher. Arc’hant a zo ret memestra evit ma ‘z afe mat en-dro hag evit diorren Stal.bzh (servijer, hizivaat an titouroù, servijoù nevez…). A-bouez eo ho fiziadenn !

Open Street Map e brezhoneg

War ur gartenn Open Street Map eo diazezet Stal.bzh. Ur meziant frank hag a za en dro dre ar c’henlabour eo. Gant pep hini ez eus tu pinvidikaat ar gartenn eta, ouzhpennañ anvioù lec’h e gumun pe lec’h all, e brezhoneg pe e galleg.

Anaoudegezh ar vouezh e brezhoneg

Hiziv an deiz eo ret skrivañ evit kavout ur servij e brezhoneg war Stal.bzh. Ha ma vefe tu en ober dre gomz en dazont ? Diorroet e vez ur meziant anaoudegezh ar vouezh e brezhoneg gant ar raktres kenlabour Mozilla Common Voice. Ezhomm ‘zo enrollañ gerioù evit ma ‘z afe ar raktres da benn !

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ