Meizad Stal.bzh

Kavout embregerezhioù hag a skoazell pe a ra gant ar brezhoneg a c’hell an dud kar-o-yezh ober gant al lec’hienn internet Stal.bzh, ha gant an arload. War ar memes-tro e vez roet talvoudegezh d'an embregerezhioù dre o liamm gant ar yezh.

Skoazell d'ar brezhoneg

1

Kemer perzh er Redadeg, skoazellañ skolioù pe kevredigezhioù lec'hel, ober gant un nebeut gerioù e brezhoneg

Brezhoneg dre skrid

2

Brezhoneg a zo war ar produioù, ar panellerezh, al lec'hienn internet...

Brezhoneg dre gomz

3

Ur goprad-ez brezhoneger-ez a zo er stal

Mont en-dro e brezhoneg

4

Ar brezhoneg eo yezh labour ar framm

Piv omp-ni?

UR BENVEG EVIT AR BREZHONEG

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Mignoned ar brezhoneg. E 2013 eo bet krouet. Bezañ ur gwir venveg evit ar gevredigezh keodedel evit brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel eo he fal. Kinnig a reomp pourchasoù kehentiñ d'an embregerezhioù evit ma vo aes dezho d'ober gant ar brezhoneg.

Kinnig a reomp ur boutik enlinenn ivez a-benn kinnig deoc’h produioù e brezhoneg (dilhad, pegsunioù, bitrakoù, badjoù, c’hoarioù...). Digor eo ar boutik enlinenn da aozadurioù all hag o deus c’hoant kinnig produioù a bep seurt e brezhoneg.

Aozet e vez ar festival Gouel Broadel ar Brezhoneg bep eil bloaz gant ar gevredigezh. Gouel an holl vrezhonegerezed, brezhonegerien hag ar re kar d’hor yezh eo. Kinniget e vez sonadegoù sonerezh a-vremañ, festoù-noz ha festoù-deiz, c’hoariva, sinema, atalieroù-perzhiañ, kendivizoù, c’hoarioù evit ar re vihan hag ar re vras, mell-droad, un egorenn evit an niverel hag an embregerezhioù... Aozet eo an darvoud-se a bep eil bloaz gant Ar Redadeg.

Trugarez d’hor c’hevelerien

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ