TI FEURM VIHAN - COTE P'TITE FERME

Boued bio

Peizant on da gentañ. Derc'hel a ran an ti-feurm vihan. Sevel a ran pemoc'h bio. Doujañs ha hevoud evit ma loened zo e-kreizh ma stumm-labour. Labourat a ran an douar ar muioc'h posubl gant ma c'hezeg breizh. Maget gant produioù ar feurm ar pemoc'h a zebr beterabez, ed a bep seurt, tamm fav-rom, laezh ha laezh ribot (deus ur feurm all e bio). Kavout gwelloc'h a reomp ar rouedadoù berr. Hon kig moc'h zo kinniget e-gwerzh-zihanterour. Kinnig a reomp deoc'h da gemer en emgav evit prenañ ho kig pe ho podoù-mir. Ret vo deoc'h pellgomz dimp (02 96 45 76 31).

Daveennoù

Guerlagadec, 22480 Larruen

0296457631

Live brezhoneg

4
Mont en-dro e brezhoneg
Graet e vez gant ar brezhoneg war ar pemdez evit mont en-dro ar stal

Ar c'hezeg a gomz brezhoneg hepken !!!

Komz a reomp brezhoneg er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)

Eürus e vimp da respont ha degemer e Brezhoneg.

Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)

Moaien zo da lakaat ur gerig e brezhoneg war internet met efedusoc'h eo evidomp eskemm gant ar pellomz.

Skoazellañ a reomp Diwan pe kevredigezhioù hag a labour evit ar brezhoneg

Harpañ a ran Diwan abaoe pell. Ma wreg zo skolaerez er rouedad div yezh. Komz a reomp bemdez e brezhoneg.

Kemer a reomp perzh er Redadeg

Reiñ a ran un tamm skoazell gant ma c'hezeg ha ma garrigell evit plijadur ar vugale, ar re gozh ha tud ampechet.

E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù

Ho raktres vo an dro evit cheñch al logo eus hon embregerez.

E brezhoneg emañ kemennadenn responter ar framm

N'emaomp ket er gêr evit ar poent 'mañ met lezit ur gerig hag un niverenn pellgomz . Kas a raimp un taol pellgomz ben nebeud.

Alioù

Kennask a ran evit reiñ ma soñj

Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ


O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ