Savour ha diorroour ar stummañ war ar brezhoneg ! • Abaoe 1985, n'eus bet kavet par ebet • Ur servij heñchañ (digoust hag efedus) Stumdi, aozadur-stummañ aotreet dindan ur statud kevredigezh, a zo arbennikaet abaoe 1985 vloaz war ar stummañ e brezhoneg d’an daoulamm evit an oadourien ha brudet evit e stummadur « Le breton en 6 mois ». Ar stummadur-mañ a zo e bal lakaat ar stajidi deraouidi da vestroniañ ar yezh dre skrid ha dre gomz. Degemeret e vez bep bloaz gant skipailh Stumdi ouzhpenn 170 stajiad (tud dilabour, implijidi pe hiniennoù) war ar stummadurioù-se kinniget eus penn-kentañ miz Gwengolo betek fin miz Gouere war 6 lec’h : Plañvour - Gwened (56) Brest - Landerne (29) Gwengamp - Sant-Brieg (22) Hervez statud an danvez-stajiad e c’hell stignadoù disheñvel sikour da kemer e karg hor stummadurioù. Sikourioù Rannvro evit an dud dilabour, ar gelennerien / implijidi war tachenn ar bugaligoù pe tud dilabour o deus c’hoant da vont war an tachennoù-mañ pe ehan stummañ hiniennel (CIF) pe kont personel ar stummadur (CPF). Kinnig a ra ivez Stumdi stummadurioù 3 miz a-benn gwellaat e live brezhoneg. Ur servij heñchañ a zo bet krouet e 2006 evit evit sikour ar stajidi o deus c’hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc’h ar stummadur hir.
Sez sokial : Stumdi Kreizenn Théo Le Borgne 1 straed ar medisin Pouliquen e Landerne Kreizenn e Brest : Brest Business School - 2 bali Provence – 29200 Brest., 29200 Brest
Kas ur postelLun : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Meurzh : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Merc'her : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Yaou : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Gwener : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30