Ul lec'h evit kejañ gant tud all ha tanvañ teknikoù tro-dro d'ar c'hoad, d'an natur ha d'an adober eo Spered an natur hag "atelier des curieux de nature". Pal an atalier-mañ eo klask ober hep implijout danvez nevez. Posupl eo mont eno gant an holl familh (dindan evezh ar gerent e rank chom ar vugale) evit krouiñ c'hoarioù. Posupl eo ivez mont d'e/he-unan evit deskiñ labourat gant ar c'hoad, reneveziñ pezhioù arebeurri pe treuzfeurmiñ dafar a-bep seurt. Ha posupl eo feurmiñ al lec'h pe ostilhoù zoken evit ar re n'o deus ket eus un ti-stal.