Krouet eo bet ar c’hevread SKED evit kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e bro Brest. Graet eo SKED evit bodañ, unaniñ ha liammañ nerzhioù tud (kevredigezhioù pe hiniennoù) a-benn lakaat ar brezhoneg ha sevenadur Breizh da vevañ ha da ziorren. Palioù ar c’hevread SKED zo komz en anv e izili ha harpañ o obererezh, bezañ un talbenn anavezet ha brudet evit ur rouedad stank ha kreñv a oberourien a labour evit kenderc’hel ha diorren ar vreizhadelezh e bro Brest. Pal SKED zo ivez bezañ ul lec’h degemer hag eskemmoù gant sevenadurioù all. Evel unan eus oberourien ar vuhez sevenadurel e kenlabour SKED gant an ensavadurioù ofisiel.