Kav, tavarn ha boued prim gant produioù 100% deus Breizh arbennik war ar bier, 22 gwaskerezh bier pe muioc'h a-hed ar bloaz. C'hoarioù taol, sonadegoù, diskouezhadegoù, feurm gwaskerezhioù bier...
Merc'her : 11:00 - 22:00 Yaou : 11:00 - 22:00 Gwener : 11:00 - 00:00 Sadorn : 11:00 - 00:00 Sul : 11:00 - 22:00
Pa c'haller hepken gant ma ne vez ket brezhoneg gant an holl
Siwazh neus ket met an daou rener a oar brezhoneg evit c'hoazh met stummet e vo hon implijidi ar buanañ ar gwellañ
Kement panell, skritell, etikedenn vier savet ganeomp a zo divyezhek Ar c'hef a zo en brezhoneg daoust ma ne vez ket maestroniet ar yezh gant hor implijidi c'hoazh
Deiziatabier an Azvent savet ganeomp a zo divyezhek. Ar sifroù a zo e brezhoneg hepken
En brezhoneg hepken evit tout pezh oa moaien da cheñch
Divyezhek penn-kil-ha-troad ma n'eo ket ouzhpenn
Ar gartenn a zo divyezhek penn-da-benn gant displegadennoù evit deskiñ an diazez ha koumanantiñ e brezhoneg
Kement embann war ar genrouedad a zo divyezhek
Galloud a rit eskemm en brezhoneg gant an daou verour, ur stummadur a zo peaet d'unan eus hor implijidi gant ar spi ec'h heulio an eil
Kavet e vo chug avaloù Skol Diwan Bro Sant-Brieg da werzhañ ha souten a reomp kement darvoud lec'hel, kevredigezh pe arzour kar deus hor yezh a c'hellomp
Degemeret e cez emvodoù ar Redadeg 2020 e Bro Sant-Brieg, prenañ kilometroù ha sikour da aozañ an tremen e reomp
Anv ar produioù a zo hervez ar produer met pep-tra war al lec'h a zo en divyezh pe en brezhoneg hepken, na pa vefe evit an implijidi