Kreizenn ar son / Centre de découverte du son
Lec'h da zizoleiñ
Ur park dudi digustum e-kreiz an natur, 10 munutenn deus Lannuon, evit dizoloiñ meur a obererezh c’hoarius ha dibar, kaout fent gant ar sonioù ha dihuniñ d’ar selaou.
Gwenodenn ar sonioù : Un hentad ijinus en un draoñienn goadek, evit kejañ gant taolioù-arnod son souezhus ha fentus.
Liorzh an divskouarn (digor e-pad an hañv) : Ul liorzh, ur bourmenadenn : ho tivskouarn n’o do sekred ebet ken evidoc’h !
Kabanennoù selaou : Ha ma kemerfec’h amzer da selaou, da-geñver ur pennad kousk…
Kinnig a ra ivez ar gevredigezh :
- abadennoù ha stalioù pedagogel (skolioù, EMD, AHDOD, h.a.),
- labourioù Studiañ ha Kuzuliañ,
- staliadurioù son personelaet, hag ivez…
…meur a obererezh sevenadurel liammet gant an dachenn : stalioù kan, festoù-noz, festoù-deiz, sonadegoù, prezegennoù, abadennoù sonerezh, h.a.
Daveennoù
Kerouspig, 22140 Kawan
02 96 54 61 99
Kas ur postel
PRANTADOU DIGERIÑ A viz ebrel da vakañsoù an hollsent :
- Bemdez e-pad ar vakañsoù skol (pep takad).
- Bep Sul ha devezhioù vak e-pad ar prantadoù skol.
EURIOU DIGERIÑ
- Dont e-barzh adalek 1e GM
- Serret an degemer da 5e30 GM
- Serret al lec’hienn da 7e30 GM
PRIZ
Skolioù ha strolladoù dre virout. Levrigoù troidigezh a c’haller kaout diwar c'houlenn.
Live brezhoneg
3
Brezhoneg dre gomz
Komz a reomp brezhoneg er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)
Divyezhek eo panellerezh ar stal
E brezhoneg emañ pakadurioù ar produioù
E brezhoneg emañ ar c'hartennoù-bizit
E brezhoneg emañ plaketenn ar framm pe katalog ar produioù
E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (lec'hienn internet, skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)
Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)
Kemer a reomp perzh er Redadeg
E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù
E brezhoneg emañ kemennadenn responter ar framm
Alioù
Kennask a ran evit reiñ ma soñj
Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ
O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.
Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ