Kentelioù an Noz

Kentelioù brezhonegKentelioù brezhonegKreizenn dudiKreizenn sevenadurelSonerezh / KanC'hoariva

Un oberour n'eur ket evit tremen heptañ war an deskiñ brezhoneg d'an oadourien e Liger-Atlantel eo KanN. Ur c'hevread gant ouzhpenn 200 ezel eo bremañ. Estreget kentelioù sizhuniek e kinnig ar gevredigezh stajoù berr pe hir hag obererezhioù a bep seurt evit lakaat war-wel ha war-glev hor yezh. Stag ouzh Naoned da gentañ eo en em ledet ar gevredigezh d'ar veurgêr hag en departamant abaoe ar bloavezhioù 2000. Skoazellet eo Kentelioù an Noz gant galloudoù publik ha dalc'het he deus ul lusk kevredigezhel daoust dezhi mont war vicherelaat a-hed he 35 bloaz bezañs.

Daveennoù

Kentelioù an Noz, 12 bali an Añjevinier, 44800 Sant-Ervlan

0240203974

Kas ur postel

A Lun da Wener : 10e00 - 5e00 g.m

Live brezhoneg

4
Mont en-dro e brezhoneg
Graet e vez gant ar brezhoneg war ar pemdez evit mont en-dro ar stal
Komz a reomp brezhoneg er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)
Divyezhek eo panellerezh ar stal
E brezhoneg emañ pakadurioù ar produioù
E brezhoneg emañ ar c'hartennoù-bizit
E brezhoneg emañ plaketenn ar framm pe katalog ar produioù
E brezhoneg emañ al levrioù, ar filmoù, ar c'hoarioù 'vez kinniget ganeoc'h en ho stal
E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (lec'hienn internet, skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)
Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)
Skoazellañ a reomp Diwan pe kevredigezhioù hag a labour evit ar brezhoneg
Kemer a reomp perzh er Redadeg
E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù

Alioù

Kennask a ran evit reiñ ma soñj

Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ


O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ