Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c'hellit dizoleiñ pinvidigezh dalc'had arbennik KDSK diwar-benn Breizh, ar brezhoneg, ar broioù keltiek, ar glad sevenadurel, ... An dañvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d'ober un darn pouezus eus an dalc'had, digoret bras ivez war lennegezh Breizh e galleg ha war lennegezh ar yezhoù keltiek all. War-dro 18 000 teul en holl a zo da vezañ sellet war al lec'h, muioc'h eget 400 titl a gelaouennoù a zo renablet ivez. Kit war al lec'hienn Internet evit gouzout hiroc'h.
Eus ar Meurzh betek ar Gwener 10:00 - 12:00 / 14:00 - 18:00<br />
Sadorn 10:00 - 13:00