Stummerez, psikologourez ha klaskerez abaoe ouzhpenn 20 vloaz e kinnigan stummadurioù war psikologiezh an diorren, an deskiñ hag ar bedagogiezh, hag un ambroug psikologel e brezhoneg. En hoc’h aozadur en em ziblasan.
Setu petra eo pal ma embregerezh : stummañ hag ambroug an dud e brezhoneg.
Al live C1 am eus tapet e miz Even 2023 (DBY)
Emaon o vont da gelenn psikologiezh ar vugale ha pedagogiezh e Kelenn (Master MEEF-EBI / danvez skolaerien). E soñj emaon kinnig prantadoù padus selaou evit skolidi / skolajidi / liseidi ar rouedad Diwan.
“Heol al loar” a dalv kement ha “clair de lune” e galleg. “Heol al loar” a zo e spered gwriziennet don e Breizh. Div elfenn a-bouez e oa an heol hag al loar evit ar Gelted kozh. E kreiz an noz eo e vez heol al loar ar c’haerañ ; teurel sklêrijenn war goulenn-mañ-goulenn, hag a c’hellfe teñvalaat ar vuhez, setu pal “Heol al loar”.
Kemennadenn ma responter a zo div lodenn ganti : an hini gentañ e galleg, eben e brezhoneg.