EOG Traduction

Treiñ

EOG eo an ajañs treiñ e brezhoneg nemeti a labour da gentañ evit an embregerezhioù hag ar gennad prevez. Arbennikaet eo war an tachennoù-mañ : Touristerezh, glad, sevenadur. Kehentiñ, embann, liesvedia. Kenwerzh, artizanerezh, greanterezh.<br /> EOG Treiñ a ginnig deoc'h ar servijoù-mañ : Treiñ e brezhoneg diwar ar galleg ho pinvioù ha skorioù kehentiñ : lec'hienn internet, lizher-kelaouiñ, plaketenn, plegfollennoù, kazetenn diabarzh, kartennoù-bizit,... Treiñ e brezhoneg diwar ar galleg katalogoù, notennigoù teknikel ha mod implij ho produioù. Treiñ klevheñcherioù ha mouezh a-vaez. Treiñ e galleg diwar ar brezhoneg testennoù a bep seurt. Kuzuliañ war ar c'hehentiñ divyezhek : kinnig diskoulmoù simpl a-benn aozañ pajennoù divyezhek kempoell ha kempouez en ur vestroniañ ar priz. Merañ raktresoù liesyezhek : brezhoneg, saozneg, alamaneg,... Skrivañ pennadoù e brezhoneg : pennadoù war internet, pennadoù kazetennerezh,... Gant EOG Treiñ oc'h sur da gaout troidigezhioù a-zoare an abretañ ar gwellañ. Doujañ a reomp strizh ouzh kempoellded an dermenadurezh, an ereadurezh hag ar stil dre ober gant ur meziant TAU (Treiñ ameilet dre urzhiataer) ennañ ur vemor treiñ ha geriaouegi.

Daveennoù

Kermariou, 29540 Speied

02 98 93 87 86

Live brezhoneg

4
Mont en-dro e brezhoneg
Graet e vez gant ar brezhoneg war ar pemdez evit mont en-dro ar stal
Komz a reomp brezhoneg er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)
E brezhoneg emañ ar c'hartennoù-bizit
E brezhoneg emañ plaketenn ar framm pe katalog ar produioù
E brezhoneg emañ al levrioù, ar filmoù, ar c'hoarioù 'vez kinniget ganeoc'h en ho stal
E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (lec'hienn internet, skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)
Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)
Skoazellañ a reomp Diwan pe kevredigezhioù hag a labour evit ar brezhoneg
Kemer a reomp perzh er Redadeg
E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù

Alioù

Kennask a ran evit reiñ ma soñj

Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ


O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ