Ur gevredigezh gwareziñ an endro eo Dour ha Stêrioù Breizh. He fal kentañ : difenn ha gwareziñ kalite an dour hag ar meteier dourel.<br /> Er c'h/"CRIR", Kreizenn Rannvroel Deskiñ diwar ar Stêr (Centre Régional d'Initiation à la Rivière) e vez degemeret skolioù evit chomadenn natur, stummadurioù hag an holl o deus c'hoant da zeskiñ muioc'h war an endro gant hon abadennoù natur.