Cinémathèque de Bretagne - Gwarez Filmoù Breizh

Sinema / Video

Krouet e 1986, Gwarez Filmoù a vir hag a skign glad klewelet pemp departamant Breizh : Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel ha Mor-Bihan. Ouzhpenn 27 000 film amatour pe a-vicher a vez miret gantañ, filmet e Breizh pe gant Breizhiz. Filmoù faltazi, teulfilmoù, filmoù familh, kelaouadennoù diwar-benn darvoudoù lec'hel : dalc'had Gwarez Filmoù a zo un testeni dibar war ar gevredigezh, an istor, ar c'hemmadurioù sokiologel, an obererezhioù ekonomikel hag industriel, ar sport, an touristerezh, an hengounioù, an artizanerezh ; ur gwir vemor filmet eus Breizh hag eus ar sevenadurioù ha broioù bet gweladennet gant Breizhiz abaoe an XXvet kantved eo. Lakaat a ra Gwarez Filmoù an dastumad-se e-kerz an holl war e lec'hienn internet (ouzhpenn 6500 film enlinenn) ha dre skignadennoù, sine-sonadegoù ha kenlabourioù liesseurt gant an obererien sevenadurel breizhat, mirdioù, mediaouegoù, kevredigezhioù...

Daveennoù

2, bali Clemenceau, 29200 Brest

02 98 43 38 95

Kas ur postel

Eus al lun d'ar gwener etre 9e ha 12e30 hag etre 2e ha 5e30 goude merenn.

Live brezhoneg

3
Brezhoneg dre gomz
Komz a reomp brezhoneg er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)

Un implijiadez brezhonegerez ha kentelioù brezhoneg roet d'an implijidi all war o amzer labour (un eurvezh bep div sizhunvezh abaoe miz C'hwevrer 2019).

E brezhoneg emañ ar c'hartennoù-bizit
E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (lec'hienn internet, skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)

Embannadennoù divyezhek ingal war ar rouedadoù sokial

Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)
Kemer a reomp perzh er Redadeg
E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù
E brezhoneg emañ kemennadenn responter ar framm

Alioù

Kennask a ran evit reiñ ma soñj

Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ


O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ