Askorn Medical

Dafar mezegel

Daou dra a ginnig an embregerezh Askorn Medical: 1) Ijinañ implantennoù/imboudoù evit ober war dro an eskern dreist-holl, hag an ostilhoù implijet gant ar surjianed e-pad an oberatadennoù. 2) Gwerzhañ imboudoù hag ostilhoù surjianerezhel diorroet ganeomp pe gant embregerezhioù all. Hon ostilhoù a vez gwerzhet didan an anv orthoriginal.bzh

Daveennoù

44c stared Bray, 35510 Saozon-Sevigneg

+33 2 23 35 53 35

Lun betek Yaou : 8e30 da 6e30 noz Gwener : 8e30 da 4e30

Live brezhoneg

4
Mont en-dro e brezhoneg
Graet e vez gant ar brezhoneg war ar pemdez evit mont en-dro ar stal

Gant ma zo un implijad all hag a gomz brezhoneg, implijet e vez brezhoneg war ar pemdez gantañ pe gant reoù all stajidi pe implijidi all ivez pa zo eus anezho en embregerezh.

Komz a reomp brezhoneg er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)
Divyezhek eo panellerezh ar stal
E brezhoneg emañ ar c'hartennoù-bizit

Kartennoù bizit a zo teiryezhek.

E brezhoneg emañ plaketenn ar framm pe katalog ar produioù

Kerzhit war hol lec'hienn internet.

E brezhoneg emañ al levrioù, ar filmoù, ar c'hoarioù 'vez kinniget ganeoc'h en ho stal

www.askorn.bzh

E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (lec'hienn internet, skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)

Dreist holl hol lec'hienn internet ha plegfollennoù.

Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)

Implijet e vez brezhoneg ganeomp en embregerezh war ar pemdez.

Skoazellañ a reomp Diwan pe kevredigezhioù hag a labour evit ar brezhoneg

1) Kemer perzh ingal e c'hroazhent ar micherioù aozet bep bloaz evit skolajidi Diwan. 2) Oberiant er c'hevredigezh Ar Redadeg hag a arc'hantaou Diwan ha raktresoù evit diorren plas ar brezhoneg er gevredigezh. 3) Degemer stajidi hag a heul pe hag o deus heuliet stummadurioù e brezhoneg. 4) Teñzorer ar gevredigezh Skol An Emzav.

Kemer a reomp perzh er Redadeg

Teñzorer ar Redadeg abaoe 2009. Kemeret perzh en un doare ingal er Redadeg dindan anv an embregerezh ha dindan ma anv personel.

E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù

Anv ar stal dreist-holl. Anvioù lec'hioù en embregerezh a zo divyezhek.

E brezhoneg emañ kemennadenn responter ar framm

Pellgomzit deomp mar-plij ha ma ne respontfemp ket buan a-walc'h e vo tro deoc'h da gaout ar blijadur da glevout kemennadenn c'hortoz hor responter e teir yezh !

Alioù

Kennask a ran evit reiñ ma soñj

Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ


O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ