Ur c'hevread aozerien.ezed gouelioù ha festivalioù eo Gouelioù Breizh. Ahelet diouzh sevenadur Breizh a-bep doare eo. Gouelioù eus breizh a-bez int (Breizh 5 departamant). Harpañ, selaou ha kuzuliañ zo e gefridi evit an izili hag ar publik. Kinnig a ra ar c'hevread un deiziataer bloaziek gant gouelioù ha festivalioù ar bloaz. Da gavout enlinenn war e lec'hienn.
Divyezhek eo an holl lizhiri kaset ganeomp d'hon izili.