Diorren ha skignañ a ra Skol Uhel ar Vro sevenadur Breizh abaoe 1981. Muioc'h eget 7 000 levr zo e mediaoueg an Erminig. Hon obererezhioù evit skignañ sevenadur Breizh : - Studiañ, kelaouiñ, en em sikour etre kevrennoù. - Aozañ darvoudoù sevenadurel : kendivizoù, prezegennoù, stummadurioù, abadennoù a bep seurt. - Embann pe skignañ studioù ar c'hevrennoù. - Diazoù roadennoù digoust (kanaouennoù, istor, lennegezh...) war hol lec'hienn internet. - Skoazellañ obererezhioù hag a gas war-raok Sevenadur hag Identelezh Breizh. - Enoriñ ar re engouestlet evit Breizh gant kolieroù an Erminig ha medalennoù Skol Uhel ar Vro.