KEIT VIMP BEV

MediaEmbann

Keit Vimp Bev zo un ti-embann brezhonek abaoe 1982. Bep bloaz e embannomp etre 15 ha 20 levr ! Levrioù evit ar re vras hag ar re vihan, albomoù, romantoù aes da lenn evit an deraouidi, romantoù da vezañ lennet er skolioù (Priz ar vugale ha priz ar yaouankiz), BToù, e brezhoneg hepken. Kazetennoù miziek a vez embannet ganeomp ivez : Toutouig (0-3 vloaz, en div yezh), Rouzig (3-6 vloaz) ha Louarnig (7-12 vloaz). Ha YA!, ur sizhuniek evit an dud gour. 5 den implijet zo. Gallout a rit dont da saludiñ ac'hanomp pe da brenañ levrioù ! Moullet e vez hol levrioù ha kazetennoù e Breizh.

Daveennoù

22 grand rue, 29520 Laz

0298268712

Kas ur postel

Lun : 9e - 5e meurzh : 9e - 5e yaou : 9e - 5e gwener : 9e - 4e

Live brezhoneg

4
Mont en-dro e brezhoneg
Graet e vez gant ar brezhoneg war ar pemdez evit mont en-dro ar stal
Komz a reomp brezhoneg er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)
Divyezhek eo panellerezh ar stal
E brezhoneg emañ pakadurioù ar produioù
E brezhoneg emañ ar c'hartennoù-bizit
E brezhoneg emañ plaketenn ar framm pe katalog ar produioù
E brezhoneg emañ al levrioù, ar filmoù, ar c'hoarioù 'vez kinniget ganeoc'h en ho stal
E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (lec'hienn internet, skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)
Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)
Skoazellañ a reomp Diwan pe kevredigezhioù hag a labour evit ar brezhoneg
Kemer a reomp perzh er Redadeg
E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù

Alioù

Kennask a ran evit reiñ ma soñj

Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ


O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ