Un embregerezh eo BEZHIN ROSKO (BR), krouet gant Akira Peters e 2007 e Rosko, Bro-Leon, evit ober klaskerezh skiantel dizalc'h diwar-benn ar bezhin ha dreist-holl ar genad bezhin Ectocarpus implijet evel patrom e labourvaoù. Ouzhpenn-se e c'hellomp kuzuliañ ha kinnig servijoù all liammet gant ar bezhin. Abaoe 2010 emañ BR e Santeg. Dre zegouezh omp aet da bastizer : ijinet hon eus ur c'houign zo bezhin ha karotez ennañ, hag a vez gwerzhet ganeomp e-kichen traoù mat all war marc'had Rosko pep Merc'her vintin. Pratikoù hag a bren e brezhoneg - siwazh n'int ket stank - vez degemeret gant ur souezhadennig… BR a zo ivez e karg ar Buzuk (moneiz bro Montroulez) e Rosko.
Merc'her 8e mintin betek 1e goude lein, war marc'had Rosko
Kaozeal a reomp e bzg gant pratikoù met ivez e galleg, saozneg, alamaneg, spañoleg, flamaneg, turkeg, kerneveureg, hervez dibab hor pratikoù
E gwirionez, nemet ul lodenn eus hol lec'hienn internet 'zo e bzg
Da skouer, hon eus kemeret perzh er marc'had Kastell délices evit skol Diwan Kastell Paol
Meur a wech hon eus prenet kilometradoù, redet pe graet war-dro ar Rededeg tro-dro Kastell-Paol, er skipailh ar re a youl vat
Anv ar stal hag ar produ pouezhusañ (Kouign Santeg) 'zo e brezhoneg