Abaoe 2014 eo Gozmail un herberc'hier posteloù dizalc'h hag a zouj deus ar vuhez prevez. Dindani e kaver ar gevredigezh gozdata. E Breizh eo staliet hon servijerioù, en un datacenter e Roazhon hag en unan all e Naoned. Fournisañ a reomp ur chomlec'h .bzh ha blogoù (gant http://log.bzh). Evel-se e fell dimp diskwel zo barregezhioù e Breizh evit adlec'hiañ hon danvezioù hag hon servijoù niverel. Dre-se e chomomp mestr warne kuit da vezañ heuliet betek re gant ar bruderezh ha me oar. Ha dre-se e lakomp da labourat frammoù lec'hel evit lakaat ar servijoù-se da vont en-dro. Ur servij posteloù staliet e Breizh a implij hon izili hag hon implijerien, gant sikour meziantoù dieub, gant ur chomlec'h e @gozmail.bzh, hag un etrefas e brezhoneg ma karit. Lakomp un tamm brezhoneg war ar rouedad !