Digoret e 1998 emañ Lenn Ha Dilenn e kreiz-kêr istorel Kêr-Gwened, e-tal an nor-bac’h hag an iliz-veur. Eno e kaver ur bern dielloù ispisializet diàr Vreizh hag ar broioù keltiek, mes ar stal-levrioù a ra ivez ul labour ledanoc’h pa vez goulennet get ar pratik (levrioù evit ar yaouankiz, bannoù-treset, lennegezh, skiantoù mab-den, istor, barzhoniezh…) Pladennoù : Sonerezh keltiek, breizhat hag a estrenvro a vez kinniget get Lenn Ha Dilenn. Kavet e vez ivez skridoù-sonerezh ha benvegoù (bodhran, tin whistle…) Artizanelezh : Bravigoù hag objedoù awenet get an arz keltiek (Breizh, Iwerzhon, Kembre, …) Abadennoù : kejadennoù ha dediadennoù, predegennoù, saloñsoù levrioù …
LENN HA DILENN