Dilested

DilhadDilhad

Dilested [dilèstèd] {anv benel} : merk engouestlet bet krouet evit plijout d’ar re a zo tomm o c’halon ouzh ar mor. En hor stal-labour war aodoù su Breizh e savomp produioù padus hag aes o implij. An awen a zeu deomp diwar an endro-se : hor giziaouegoù zo eeun, simpl ha dibar, evel an aod : dilested. Da bep pazenn eus ar seveniñ e klaskomp doujañ d’an endro. Atav e klaskomp doareoù nevez da verraat an hedoù, kuit da foeltrañ kalz a energiezh fosil, reiñ holl he flas d’an ekonomiezh lec’hel ha krouiñ en ur zoujañ da Mab-den ha d’an natur. Kendrec’het-bras omp e c’heller hag eo ret sevel un embregerezh a-zoare. Roet e vez ul lodenn eus hor gounidoù d’ur gevredigezh lec’hel a ra war-dro gwareziñ hon aodoù. N’eus ket anv eus treuzemglevioù ganeomp pe e vefe evit dibab hor pourchaserien, hor c’hannadourien, hon danvezioù krai pe hon doareoù kehentiñ. Biken ne ziskouezimp deoc’h luc’hskeudennoù tennet en tu all d’ar bed evit fougasiñ hon engouestl e-keñver an endro. Klask a reomp kinnig deoc’h ar muiañ ma c’hellomp produioù gwiriekaet bio pe graet diwar danvezioù adaozet. Diwar arouezioù-barn strizh e vez choazet pep keveler ha ret e vez dezhañ bezañ a-unan ganeomp evit tizhout ar memes pal. Gallout a reoc’h gwiskañ hon dilhad evit ho ergerzhadegoù pe ho avanturioù. Arnodet e vezont bemdez ganeomp betek ar penn pellañ gant ar pal gwellaat anezho dizehan hag evit ma vefent ar solutañ hag an aesañ ma c’hellont. Pe e vefec’h ran gant al lec’hioù bras divent hag an avel vor, pe e karfec’h beajiñ hoc’h-unan e-bourzh ur vag dre-lien war ar mor bras pe chom da evañ ur banne bier gant ho mignoned nemetken, sikourit ac’hanomp da lakaat an traoù da cheñch, deuit davedomp.

Daveennoù

16 hent milin Kerlavret, 56270 An Oriant

06-60-22-70-03

Kas ur postel

Live brezhoneg

2
Brezhoneg dre skrid
E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (lec'hienn internet, skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)
Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)
Skoazellañ a reomp Diwan pe kevredigezhioù hag a labour evit ar brezhoneg
E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù

Alioù

Kennask a ran evit reiñ ma soñj

Reiñ a ran ma soñj hep kevreañ


O leuniañ ar furmskrid-mañ e asañtit kemer perzh e lec'hienn web stal.bzh ha deklariñ a rit gouzout penaos e gwarezomp ho roadennoù. Chomit seven mar plij. Pep evezhiadenn a vo lennet ganeomp a-raok bezañ embannet.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ